Ur gêr gengred, enlaka ha perzhiañ

Kemmesk ar renkadoù ha kengred zo e Lanvezhon mesk-ha-mesk. Chom a ra war evezh ouzh an dizingalderioù, gant prizioù kêr diouzh ar goproù, ur skoazell d’an ispiserezh sokial ha kengred ha stignadoù da greñvaat ar reizhded.

Ur rouedad klok da zegemer ar vugaligoù a ginnig Lanvezhon : mikro-magouri, liesdegemer, skoazellerezed ha skoazellerien mamm, erlec’h bugaligoù ha lec’h degemer kerent-bugale.

Lanvezhon labelaet «Kêr mignonez d’ar re Gozh» a ro bec’h evit an henidi en ur ober evit m’en em santint en o bleud, ma virint o diamzalc’h hag o flas  er vuhez sokial.

A-dal d’an daeoù a-fet poblañs e laka Lanvezhon ar yec’hed hag an hevoud e kreizig-kreiz he frioriezhoù.

  • Harpañ an annezioù perzhiañ: lojeizoù personelaet ha takadoù lodet.
  • Tizhout ouzhpenn 20% a lojeizoù sokial (Tost da 18% evit poent) a-benn dibenn ar respetad, gant un dasparzh kempouez etre karterioù kêr.
  • En ur gemer harp war Greizenn Obererezh Sokial ar Gumun (CCAS) souten ha diorren an taolioù-intrudu a genskoazell hag a genemprañ sokial ha micherel  kenkoulz hag ar skoazell d’an dud vreskañ.
  • Kizidikaat d’ar yec’hed-spered ha d’an hevoud da bep oad, stummañ an dilennidi ha kendelc’her stummadur gwazourien kêr d’ar sikourioù kentañ e-keñver yec’hed-spered evit skoazellañ gwelloc’h an annezidi.
  • Kas un niverel atebek war-raok dre ur politikerezh kêr enlaka ha lodet ha diarbenn dañjerioù an Naouegezh Artifisiel.
  • Aozañ atalieroù hag emgavioù yec’hed (mezurouriezh, bale, dizarbenn, kleñvedoù henek…) kaset en-dro gant tud a-vicher evit ho kelaouiñ hag ho sikour war ar pemdez.
  • Aesaat d’ar merc’hed dougerezed bresk o stad kaout ur vagadurezh yac’h a-drugarez d’un «ordrenañs c’hlas» e-pad meur a viz. Bep sizhun e resevint ur banerad legumaj bio, eus ar vro ha diouzh ar c’houlz.
  • Harpañ staliadur un AHDOD nevez hag ur bod bevañ evit tud dalc’het en ur mod bennak e darempred gant ar C’huzul-departamant hag Ajañs Rannvroel ar Yec’hed (ARS).
  • Broudañ ar bale da bep oad. Azezennoù ouzhpenn a vo staliet a-hed an hentadoù bale evit reiñ an tu da bep hini da ziskuizhañ ha d’ober e vad eus an endro bevañ.
  • Terkañ trowardroioù al ledennad dour gant aveadurioù dudi (regerez stroll, taolioù dindan doenn, taolioù c’hoari…) evit gallout ober e vad da vat eus hon endro bevañ.
    Liesaat an aveadurioù publik a-drugarez d’ar budjed perzhiañ.
  • Krouiñ asambles un trede-lec’h  kejañ ha digor d’an holl evit lodañ ha stagañ gant raktresoù stroll. Gant an ti-kêr e vo lakaet an araezioù ret da luskañ un argerzh stroll evit ma c’hallimp skrivañ ar raktres nevez-se asambles.
  • Ober hor mad eus hor bezañs ingal er c’harterioù evit en em gavout ganeoc’h ha dont da gaozeal ganeoc’h en-dro  d’ur « banne kafe keodedel ».
  • Un emvod foran bloaziek a roio an tu d’ober ar poent war ar raktresoù priorek, ar mod d’o arc’hantaouiñ ha stad arc’hant ar gumun.
  • Kemerit perzh : kinnigit mennozhioù eeun hag a c’haller kas aes da benn er voest mennozhioù « an traoùigoù hag a ra vad ».
  • En em ouestlomp da dapout al label « kêr geodedel » evit un demokratelezh lec’hel kreñvoc’h !
  • Lanvezhon a ro he ger da zisplegañ he dibaboù d’an holl, en ur lakaat en a-raok ar selaou, ar c’hendiviz hag ar c’hlask emglevioù stroll.