Ur gêr startijenn enni, degemerus ha sioul

150 annezad nevez bennak a vez degemeret bep bloaz gant Lanvezhon, da lavaret eo ur c’hresk etre 1 ha 2%, douget war un dro gant ar c’hresk demografek naturel (ganedigezhioù) ha gant dedennusted ar gumun evit annezidi nevez.

Gant an emdroadur demografek-se, hag a dalvez buhez a-leizh, e teu ezhommoù nevez evit a sell ouzh an aveadurioù hag an terkadurioù evit bastañ da ezhommoù ar familhoù, an dud oberiat yaouank hag an henidi.

  • Kêriekaat ur c’harter padus er Vivier Louis dindan mestroniezh ar gumun.
  • Empentiñ lojeizoù aes d’an holl, ur c’harter nevez oc’h arnodiñ tiez-annez nevezus
    (liestamm ha skañv) enframmet en endro bezant hag a gas war-raok an doareoù oberiant ha lodet da vont-ha-dont.
  • Gwellekaat an takad kêr bezant evit mirout an takadoù labour-douar ha naturel.
    Evit talvoudekaat an takadoù savadurioù warno c’hoazh ha diouzh ho koulenn e vo kinniget sikour ac’hanoc’h evit adsoñjal ar mod da aozañ ho tachennoù hag o lojeizoù.
  • En tolpad-kêr e chomo ar servijoù, ar stalioù hag al lec’hioù dudi da nebeutoc’h eget 15 munutenn war droad, war velo pe dre treuzdougen boutin. Kendelc’her a raimp da ziorren ur rouedad tud war droad ha war velo suraet, dre adaozañ an tremen danzouar a zo anezhañ c’hoazh e-kichen an ti-gar ha diskoulmoù da aesaat monedone an holl (Transport’âge, kenweturiñ kengred, karrlodañ).
  • Reiñ startijenn d’an ekonomiezh dre skoazellañ an embregerezhioù, ar stalioù hag ar servijoù nes ha degas un harp oberiant d’an dougerien raktresoù kenkoulz ha d’al labourerien-douar bio oc’h en em staliañ, evit ur gumun dedennus ha gwriziennet en he ziriad.
  • Evit mirout ar sioulded foran e kreñvaimp an dizarbenn hag an hanterouriñ a-enep da gement stumm feulster zo.
  • Poellgor lec’hel ar surentez (kevelerien bublik ha kevredigezhel) a greñvaio e obererezhioù dizarbenn a-enep an disevenderioù, an harellerezh, ar feulster, revelour ha revel peurgetket, hag an adiktadurioù.
  • Kresket e vo araezioù polis-kêr evit ma vo nesoc’h d’an dud hag aesoc’h kendivizout ganto. An annezidi a gemero perzh en divizoù diwar-benn an oberoù da gas da benn.