Ur gêr badus, nevezus hag engouestlet evit an dazont

Lanvezhon a warez hon endro bevañ : 37 ha a dakadoù glasvez, 12 000 gwezenn bet plantet , 750 ma vleuñvegoù, 60 liorzh tiegezhel ha gwerjeoù.  Gwarantiñ a ra ar gumun ur vagadurezh yac’h : 50% a voued bio er c’hantinoù hag en AHDOD.

Keudaoliñ a ra Lanvezhon da sevel krog ar cheñchamant hin en ur zigreskiñ eus 13% an energiezh bevezet e savadurioù kêr hag er goulaouiñ foran etre 2019 ha 2024.

  • Reneveziñ ar gegin greiz en ur lakaat ur perzh pedagogel enni evit lakaat digreskiñ ar foraniñ boued, lakaat ar rouedadoù lec’hel en a-raok, servijout boued yac’h d’ar vugale hag o c’hizidikaat war an danvezioù-se.
  • Bukañ ur pal a-benn dibenn ar respetad : 100% a broduioù labelaet kalite er pretioù skol ha degemer dudi hag an AHDOD, 80% anezho o vezañ bio ha kalz a broduioù eus ar c’horn-bro en o zouez.
  • Harpañ ar produiñ hag ar beveziñ energiezhioù nevezadus :
  • Holl savadurioù nevez ar gumun a ranko produiñ ha beveziñ energiezhioù nevezadus.
  • Gallout a reoc’h ober ho mad eus bezañ broudet da renevezadurioù energetek bras dre vezañ disammet eus taosoù war ar font.
  • Bez’ ho po an diraez d’ur boukl tredan heol lec’hel stabil e brizioù evit stourm ouzh ar vreskted a-fet energiezh.
  • Kendelc’her da reneveziñ savadurioù kêr en ur briorekaat an ober gant energiezhioù nevezadus hag eko-dafar ;hag en ur reiñ an tu d’an implijerien da gemer perzh er raktres :
  • Prederiet e vo asambles ganeoc’h evit gwelet penaos adaozañ liorzhoù ar Prioldi en ur mod eeun.
  • Stagañ gant renevezadennoù skol kentañ derez an Omblais ha savadur kreiz an ti-kêr.
  • Mont buanoc’h gant struzhekaat ha dizantreusaat kêr, porzhioù ar skolioù da gentañ-penn. 
  • Digeriñ un takad freskijenn nevez, degemerus ha diraezus d’an holl e kreiz kêr, er prantadoù tomm-gor.
  • Krouiñ hag ober war-dro enezennoùigoù bevliesseurted ha girzhier hag a warezo ac’hanomp diouzh ar saotradur hag an amzer cheñch-dicheñch