Ur gêr oberiant hag uhel he falioù evit an deskadurezh, an dudi hag ar sport

En tu-hont da 1200 bugel eo a vez o kreskiñ hag o teskiñ bemdez e Lanvezhon en hor peder skol. Skoazellet e vezont gant ar vediaoueg d’ober anaoudegezh gant ar sevenadur ha da zizoleiñ ar bed.

Lanvezhon a laka al liesseurted da vevañ : palier, sinema, skol sonerezh, kevredigezhioù ha festivalioù evel Bazar le Jour, Biz’art la Nuit pe Festi’Jeunes, evit ha gant ar grennarded, evit ur sevenadur digor d’an holl.

15 kevredigezh ha 4700 pleustrer eo ar sport e Lanvezhon, en o zouez tud yaouank an darn vrasañ anezho ha 40% a verc’hed.

  • Studiañ digoridigezh klasoù dediet : enlaka evit ar vugale dalc’het en ur mod bennak ha kelenn divyezhek galleg-brezhoneg.
  • Krouiñ Kuzul Keodedourien Yaouank Lanvezhon : Ul lec’h evit kendelc’her da sevel raktresoù desavadurel ha kengred, harpañ an taolioù intrudu ha reiñ da bep den yaouank an tu d’ober evit e gêr.
  • Kinnig ur raktres sevenadurel perzhiañ gant ar c’hevredigezhioù, an annezidi hag ar skolioù evit :
  • Lakaat ar festival BJBN da badout en amzer hag harpañ tud oberiant ar vro,
  • Ledanaat an diraez d’ar sevenadur,
  • Talvoudekaat hor glad hag hor yezhoù rannvroel.
  • Harpañ ha lakaat ar c’hevredigezhioù da gemer perzh er vuhez lec’hel :
  • Bastañ d’o ezhommoù,
  • O emplegañ en darvoudoù,
  • Kendelc’her gant an emgavioù « Les assos au cœur de la Ville »,
  • Rakwelet o ezhommoù a-fet aveadurioù en dazont.
  • Echuiñ treuzkas ar skol sonerezh er Prioldi renevezet : en nevezamzer 2027 e krogo al labourioù, evit ma c’hallo ar skol en em staliañ e Gwengolo 2028.
  • Kendelc’her gant ar raktres sal tennis nevez en Omblais, empentet evit degemer obererezhioù all ivez.
  • Steuñvekaat, e kenlabour gant Klub Sport Lanvezhon, reneveziñ ha brasaat an aveadurioù mell-droad evit ma kavo ar c’hoarierien staliadurioù diouzh o sport muiañ-karet.
  • Diorren, goude goulenn ho soñj diganeoc’h, takadoù dindan an amzer  obererezhioù korf ha sport evit an holl : Tachenn beach-volley, hentad fitness hag aveadurioù all.