Ur gêr startijenn enni hag engouestlet da vat e dialusk Roazhon Meurgêr

Bemdez e labour Roazhon Meurgêr evit Lanvezhon, e kenlabour gant an dilennidi : treuzdougen, lojeiz sokial, yac’husaat, hentoù, lastez, e-touez traoù all.

Un atoudenn eus ar re bouezusañ eo ar c’henlabour hag an araezioù-se evit hor c’hêr.

Daou zilennad, ur plac’h hag ur paotr, a zileur Lanvezhon e Kuzul ar Veurgêr.

  • Kelaouiñ ingal Lanvezhoniz diwar-benn ar pezh a vez kaset da benn gant ar Veurgêr : degemer er burevioù, banne kafe keodedel hag emvodoù foran.
  • Pediñ atebeien eus ar Veurgêr da zont da eskemm soñjoù diwar-benn temoù pe politikerezhioù foran hag a sell ouzhoc’h.
  • Kemer perzh da lakaat politikerezhioù nevezus Roazhon Meurgêr e pleustr a-drugarez ar feurm gwirion kengred : feumit tachenn ho lojeiz evit 99 bloaz ha digreskit koust ar mont da berc’henn.
  • Arnodiñ gant Roazhon Meurgêr ur stignad Paeamant evit Servijoù Endro (PSE) evit broudañ ar produiñ bio ha an digreskiñ diastuzerioù.
  • Labourat gant Roazhon Meurgêr evit krouiñ ur pol kengerc’h lies-treuzdougen e reter an ti-gar, adterkañ an hentoù war-zu ar Plesse hag azasaat al linennoù bus ouzh karterioù an amzer da zont.
  • Gwellaat ar goulaouiñ foran da-geñver e vodernadur.